Soñjoù degaset gant ur c'hendalc'h.
Dalc'het e vez emvodoù meur gant stourmerien an tuadoù bras an eil war lec'h egile e-kerzh an diskar-amzer hep degas ur skeudenn unvan eus ar vuhez politikel ! Meneget e oa bet gant kelaouennoù ar C'hwec'hkorn an darvoudoù truezus degaset gant an helebini etre hiniennoù evit mont e penn ar jeu er Strollad Sokialour da geñver e gendalc'h. E Breizh, en eskemm, n'eus ket bet kaozeet kalz diwar-benn kendalc'h Unvaniezh Demokratel Breizh, graet e Plerin, d'an 8 ha 9 a viz du diwezhañ. Dipitus eo, rak bez e c'hellfe un hevelep darvoud degas d'ar Vretoned peadra da gaout spi da vont war gorre ar bec'h degaset gant an enkadenn ekonomikel.
Bodet e oa 120 a zileuridi deuet eus Breizh a-bezh evit kemerout perzh er c'hendalc'h-se. Kendalc'h ar furnez politikel e voe. Ar furnez politikel rak lakaat ar Vretoned da ziskoulmañ o c'hudennoù dezho o-unan pa vez tu eo unan eus palioù kentañ ar strollad-se hag ez eus bet fiziet e muioc'h muiañ eus e stourmerien kefridioù a bouez er vuhez stroll lec'hel er bloavezhioù diwezhañ, ul lusk a zo bet kreñvaet da heul an dilennadegoù ti-kêr hevlene. Perak ? Peogwir, evel ma soñj zoken d'ar re o deus o degemeret evel kenlabourerien, e kas da benn an dilennidi UDB ul labour don war hir dermen, kement er c'huzulioù ti-kêr hag er c'huzul rannvro, pell eus arvestoù touellus diskouezet er mediaoù bras. Anat e teu disoc'h ar stourm-se er mod ma vez dastumet nerzhioù nevez gant ar strollad: 20% a izili ouzhpenn abaoe ar c'hendalc'h diwezhañ, bet aozet e Kemper e 2006. Eus Ankiniz betek Konk-Kerne e vez savet kevrennoù nevez ha frammet ez eus bet un aozadur diabarzh evit ar stourmerien yaouank.
Estreget un darvoud a-bouez e voe ar c'hendalc'h-se evit ar vuhez politikel e Breizh. Gant e brezegenn gentelius e roas un implijad eus Aozadur ar Broadoù Unanet ( an ONU ) pedet da lakaat da gompren e gefridioù, da c'houzout an dalvoudegezh a roe hiviziken aozadur etrebroadel galloudusañ ar bed d'ar frammoù rannvroel evit stourm en ur mod efedus ouzh distruj endro bevañ mad-den hag ouzh efedoù drastus ar c'hemm degaset en hin gant ar vuhez industriel.
Gant stourmerien an UDB e vez kinniget d'ar Vretoned ur vrec'h politikel dezho, ur vrec'h dister he nerzh c'hoazh, met a c'hell kreñvaat en amzer dazont.
Alain Kervern.
Impressions de congrès…
Les congrès politiques de cet automne se suivent et ne se ressemblent pas ! La presse hexagonale a abondamment évoqué le lamentable spectacle des rivalités personnelles qui ont éclaté au Parti Socialiste à l’occasion de son congrès. Mais en Bretagne, beaucoup plus de discrétion s’est faite autour du congrès de l’Union Démocratique Bretonne, qui se tenait à Plérin, dans les Côtes d’Armor, les 8 et 9 Novembre dernier. Et c’est bien dommage, car cet événement était porteur d’espoir et d’optimisme pour les Bretons, en ces temps de crise.
Ce congrès rassemblait 120 délégués venus de toute la Bretagne. Il fut celui de la maturité. Maturité parce que ce parti, qui croit à la prise en charge par les Bretons de leur propre avenir, accède aujourd’hui à des postes de responsabilité de plus en plus nombreux dans les mairies, ce qu’a confirmé encore les dernières élections municipales. Pourquoi ? De l’avis même de ses partenaires, le travail accompli par les élus UDB, tant au sein des municipalités qu’au conseil régional de Bretagne, se fait en profondeur et dans la durée, loin des effets de manche et de gesticulations médiatiques. Et le résultat est là : 20% d’adhérents de plus depuis le dernier congrès, qui se tenait à Kemper en 2006.D’Ancenis à Concarneau, de nouvelles sections se créent, un mouvement de jeunesse s’est constitué.
Si ce congrès fut un événement important pour le débat politique en Bretagne, il souligna aussi, par l’intervention remarquée d’un délégué de l’ONU pendant ses travaux, l’importance qu’accorde désormais cette instance internationale à l’échelon régional pour agir plus efficacement contre la dégradation de l’environnement et le réchauffement climatique.
Avec l’UDB, les Bretons se sont doté d’un outil vraiment à leur service, et son efficacité encore modeste est appelée à s’améliorer encore
Alain Kervern